Featured

Degemer mat war Ar Gouloù Gwenn

Un degemer mat a fell deomp ober da gement hini a zegouezh amañ ! Sed-amañ blog ar gazetenn Ar Gouloù Gwenn, e-lec’h ma c’haller kavout keleier diwar-benn ar gazetenn hag an niverennoù kozh bet embannet. Ma n’oc’h ket koumanantet c’hoazh d’ar gazetenn baper, e c’hallit henn ober hep poan o kas ur chekenn deomp, talvoudus evit ur bloavezh koumanant, a-hend-all e c’hallit bepred chom aze evit netra ha lenn ar pezh a garoc’h lenn.

Ar Gouloù Gwenn eta zo ur gazetenn baper da gentañ-penn. Pouezus eo hervezomp skrivañ war baper peogwir eo un doare efedus da antreal e-barzh an istor ha da c’hoveliañ anezhañ. Un doare da gemer perzh e sonadeg ar broadoù, da lakaat ur vouezh vreton da zassoniñ ha da vevañ. Tonkadur ar brezhoneg, evel a ouzomp, n’eo ket un emgann gounezet ha dre-se e kav ganeomp ez eo ivez un doare da stourm ouzh an ankoun a ra ar ged dizehan.

Ar Gouloù Gwenn, kevredigezh disklêriet hervez lezenn Bro-C’hall 1901, a embann dindan hec’h anv levrioù ivez, a c’haller kavout da brenañ war ar mouller ha gwerzher en-linenn lulu.com. N’eus nemet krouiñ ur gont warnañ ha bizskrivañ “Ar Gouloù Gwenn” evit kavout al levrioù bet embannet. Kavet e vez ivez bloazdanevelloù ar c’hazetennoù heñvelanvet, da lavarout eo an niverennoù kozh. Da c’hortoz, gweladenn vat war ar blog !

Video bruderezh Ar Gouloù Gwenn https://www.youtube.com/watch?v=7I-HIV8ZMo0

Design a site like this with WordPress.com
Get started